Joel 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dirazo e kreno ar pobloù, an holl zremmoù a zrouklivo. |
Bez' e vint spouronet, karget a c'hlac'har hag a anken; gouzañv a raint gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet.
Goulennit ha gwelit hag-eñ e c'hell ur gwaz genel. Perak e welan pep den gant e zaouarn war e zivgroazell, evel ur vaouez er poanioù? Perak eo deuet an holl zremmoù da vezañ drouklivet?
Bloñset on en abeg da vloñs merc'h va fobl, er c'hañv on, ar glac'har en deus kroget ennon.
O neuz a zo teñvaloc'h eget an du, n'o anavezer ket er straedoù, o c'hroc'hen a zo staget ouzh o eskern, deuet eo da vezañ sec'h evel koad.
Skrapadeg, reuz, distruj! Ar galon a deuz, an daoulin a gren, an divgroazell a zo er glac'har, hag an holl dremmoù a zroukliv.
Pelec'h emañ toull al leoned, pelec'h emañ peurvan al leoned yaouank, al lec'h ma en em denne ennañ al leon, al leonez, ha re vihan al leon, hep ma teue den d'o spontañ?