Kalz a lavar: Piv hon lakaio da welout ar mad? Laka da sevel warnomp sklêrijenn da zremm, o AOTROU!
Joel 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar winienn a zo disec'het, ar fiezenn a zo klañv, ar c'hreunavalenn, ar balmezenn, an avalenn, holl wez ar parkeier a zo disec'het. Al levenez a zo ehanet e-touez mibien an dud. |
Kalz a lavar: Piv hon lakaio da welout ar mad? Laka da sevel warnomp sklêrijenn da zremm, o AOTROU!
Va daoulagad en em blij o sellout, ha va divskouarn o klevout an dud fall-se a sav em enep.
Evel ar wezenn-aval e-touez gwez ar goadeg, evel-se eo va muiañ-karet e-touez an dud yaouank. C'hoantaet em eus he skeud hag on azezet ennañ; he frouezh a oa dous da'm staon.
Da ganolioù a zo ul liorzh leun a c'hreunavalenned gant frouezh e-touez ar re wellañ, lugustr gant nard,
Ar joa hag al levenez o deus tec'het eus ar parkeier druz, ken a gan er gwiniennoù, ken a griadennoù a levenez, ken a flastrer evit jaodriñ ar gwin er beolioù, lakaet em eus da baouez ar c'hriadennoù laouen.
Krial a reer er straedoù pa n'eus ket a win, pep levenez a zo troet e teñvalijenn, joa an douar a zo aet kuit.
Ar gwin nevez a zo trist, ar winienn a zo goeñvet, ar re holl a oa laouen o c'halon a huanad.
Rak torret ec'h eus ar yev a boueze warno, hag ar vazh a skoe gant o divskoaz, gwialenn o gwasker, evel en deiz Madian.
Ar joa hag al levenez a zo aet kuit eus ar parkeier frouezhus hag eus bro Voab, hag em eus hesket ar gwin er gwaskerelloù. Ne vo ken jaodret gant youc'hoù, met kriadennoù a vrezel a vo, ha nann kriadennoù a levenez.
Ar parkeier a zo gwastet, an douar a zo e kañv, rak ar gwinizh a zo gwastet, ar gwin a zo aet da hesk, hag ez eus diouer a eoul.
Ar boued, ha n'eo ket lamet kuit a-zindan hon daoulagad, hag ar joa hag al levenez eus ti hon Doue?
Hag antronoz, da darzh-an-deiz, Doue a lakaas ur preñv a skoas war ar risin, hag e tisec'has.
Hag-eñ ez eus c'hoazh greun er solieroù? Ha zoken ar winienn, ar fiezenn, ar c'hreunadezenn, an olivezenn o deus roet netra. Met adalek an deiz-mañ, me a vennigo.
Abalamour deoc'h e kourdrouzin ar plaouier, ne zistrujo ket dirazoc'h frouezh ho touar, hag ho kwini ne vo ket dibrodu war ar maezioù, eme AOTROU an armeoù.
Dont a rejont betek gwazh Eshkol hag e troc'hjont eno ur skourr gant ur blokad rezin, hag en dougjont war ur berchenn etre daou zen, kenkoulz ha greunadez ha fiez.