Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 3:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Abalamour deoc'h e kourdrouzin ar plaouier, ne zistrujo ket dirazoc'h frouezh ho touar, hag ho kwini ne vo ket dibrodu war ar maezioù, eme AOTROU an armeoù.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 3:11
15 Referencias Cruzadas  

Me o lamo kuit holl, eme an AOTROU, n'eus rezinenn ebet er winienn, n'eus fiezenn ebet er wezenn-fiez, an delienn a zo gweñvet, ar pezh am eus roet dezho a vo lamet diganto.


En deiz-se e respontin, eme an AOTROU, me a responto d'an neñvoù, hag int a responto d'an douar,


Ar winienn a zo disec'het, ar fiezenn a zo klañv, ar c'hreunavalenn, ar balmezenn, an avalenn, holl wez ar parkeier a zo disec'het. Al levenez a zo ehanet e-touez mibien an dud.


Ar c'hilhog-raden en deus debret nemorant ar c'hwil-derv, ar viskoulenn he deus debret nemorant ar c'hilhog-raden, ar preñvig en deus debret nemorant ar viskoulenn.


Lakaet he deus va gwinienn da vezañ ur glac'har, ha va fiezenn ur wasterezh. O diskaret ha diwisket he deus, ar skourroù a zo deuet gwenn.


Pellaat a rin diouzhoc'h enebour an hanternoz, hag e kasin anezhañ kuit d'ur vro sec'h ha glac'haret, e rakward etrezek mor ar sav-heol, hag e ward-adreñv etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vreinadurezh a savo, hag e flaer a savo, rak en deus graet traoù bras.


N'ho pet ket aon, loened ar parkeier! Rak peurvanoù ar gouelec'h a adc'hlazo, ar gwez a zougo o frouezh, ar fiezenn hag ar winienn a roio o finvidigezhioù.


Me a roio deoc'h en-dro ar bloavezhioù a zo bet debret gant ar c'hilhog-raden, ar viskoulenn, ar preñvig, ar c'hwil-derv, va arme vras am boa kaset a-enep deoc'h.


Skoet em eus warnoc'h gant ar mergl hag intr an ed. Ho liorzhoù, ho kwiniegi, ho kwez-fiez, ho kwez-olivez a zo bet debret gant ar c'hilheien-raden. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Rak ar wezenn-fiez ne vleunio ket, ha ne vo ken a frouezh er gwiniegoù, frouezh ar wezenn-olivez a raio diouer, ar parkeier ne roint ken a vagadur. An deñved a yelo diwar wel er c'hraou-deñved, ha ne vo ken a ejened er c'hrevier-saout.


Galvet em eus ar sec'hor war an douar ha war ar menezioù, war an ed, war ar rezin ha war an eoul, war gement a ro an douar, war an dud ha war al loened, war holl labour an daouarn.


Skoet em eus warnoc'h dre an dev, dre ar mergl, dre ar grizilh en holl labour ho taouarn. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.


me a roio d'ho pro e koulz ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer, hag e tastumi da winizh, da win ha da eoul,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos