Kalz a dud a gasas profoù d'an AOTROU, da Jeruzalem, ha traoù prizius da Ezekiaz roue Juda, en doare ma voe uhelaet dirak daoulagad an holl vroadoù goude-se.
O gouenn a vo anavezet e-touez ar broadoù, hag o diskennidi e-touez ar pobloù. Ar re holl o gwelo a anavezo anezho evit ur ouenn benniget gant an AOTROU.
Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.
Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue a laouenaio ennout.
Hag ar gêr-mañ a vo evidon un abeg a levenez, a veuleudi hag a c'hloar, dirak holl vroadoù an douar, a anavezo an holl vadoberoù a rin dezho, hag a vo spouronet ha spontet eus an holl vadoberoù hag an holl verzh a roin dezho.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: En deizioù-se, dek den a-douez holl yezhoù ar broadoù a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emañ Doue ganeoc'h.
ur vro ma vez an AOTROU da Zoue o kemer preder ganti, emañ daoulagad an AOTROU da Zoue dalc'hmat warni, adalek penn kentañ ar bloaz betek ar penn diwezhañ.