Malaki 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned10 Degasit an holl zeogoù da di an teñzor, evit ma vo bevañs em zi. Va amprouit e kement-se, eme AOTROU an armeoù, daoust ha ne zigorin ket skluzioù an neñvoù, ha ne skuilhin ket warnoc'h ar vennozh hep muzul. Ver Capítulo |
Lakaet e voe en deiz-se tud war ar c'hambroù evit an teñzorioù, evit ar profoù savet, evit ar frouezh kentañ, hag evit an deogoù, da zastum enno eus tiriadoù ar c'hêrioù, al lodennoù merket gant al lezenn evit an aberzhourien hag evit al Levited. Rak Juda a voe el levenez en abeg d'an aberzhourien ha d'al Levited a oa eno,