Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Agge 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Hag-eñ ez eus c'hoazh greun er solieroù? Ha zoken ar winienn, ar fiezenn, ar c'hreunadezenn, an olivezenn o deus roet netra. Met adalek an deiz-mañ, me a vennigo.

Ver Capítulo Copiar




Agge 2:19
19 Referencias Cruzadas  

Izaak a hadas en douar-se, hag e tastumas er bloaz-se kant kemend-all rak an AOTROU e vennigas.


Ha fiziout a rez ennañ evit dastum da c'hreun, hag o berniañ war da leur?


Evel glizh an Hermon eo, an hini a ziskenn war menezioù Sion, rak eno eo en deus an AOTROU urzhiet ar vennozh hag ar vuhez da viken.


rak an AOTROU Doue a zo un heol hag ur skoed, an AOTROU a ro gras ha gloar, ne zinac'h mad ebet d'ar re a gerzh en eeunded.


Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.


Hag e roin e walc'h a zruzoni da ene an aberzhourien, hag e vo leuniet va fobl eus va madoù, eme an AOTROU.


Ar winienn a zo disec'het, ar fiezenn a zo klañv, ar c'hreunavalenn, ar balmezenn, an avalenn, holl wez ar parkeier a zo disec'het. Al levenez a zo ehanet e-touez mibien an dud.


Piv a oar ha ne zistroio ket ha n'en devo ket keuz, ha ne lezo ket ur vennozh war e lerc'h, un donezon hag un evadkinnig evit an AOTROU ho Toue?


Galvet em eus ar sec'hor war an douar ha war ar menezioù, war an ed, war ar rezin ha war an eoul, war gement a ro an douar, war an dud ha war al loened, war holl labour an daouarn.


Degasit an holl zeogoù da di an teñzor, evit ma vo bevañs em zi. Va amprouit e kement-se, eme AOTROU an armeoù, daoust ha ne zigorin ket skluzioù an neñvoù, ha ne skuilhin ket warnoc'h ar vennozh hep muzul.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


A-dra-sur e roi dezhañ, ha da galon ne vo ket dilaouen, rak abalamour da-se an AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout ez holl labourioù, e kement a ri gant da zaouarn.


An AOTROU a skoio warnout gant al langis, an derzhienn, an danijenn, an devad, ar c'hleze, ar walenn hag an disliv, a heulio ac'hanout betek ma vi aet da goll.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos