Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.
va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.
Abalamour da-se e lavaran: Distroit diouzhin ho taoulagad, ma ouelin gant c'hwervded. Na hastit ket frealziñ ac'hanon diwar-benn diskar merc'h va fobl.
Evel-henn e komz an AOTROU: Setu doureier a bign eus an hanternoz; dont a reont da vezañ ur froud o tic'hlannañ, hag e tic'hlannint war ar vro ha war ar pezh a zo enni, ar c'hêrioù hag ar re o chom enno. An dud a laosko kriadennoù, hag holl bobl ar vro a yudo.
En abeg da c'harmoù Hesbon e reont klevout o mouezh betek Eleale ha betek Jahaz, adalek Zoar betek Horonajim ha betek Eglad-Shelishija, rak doureier Nimrim a vo ivez glac'haret.