Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.
Jeremiaz 5:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavarint: Perak en deus an AOTROU hon Doue graet an holl draoù-se deomp? Hag e lavari dezho: Evel ma hoc'h eus va dilezet ha ma hoc'h eus servijet doueoù estren en ho pro, evel-se e servijot diavaezidi en ur vro na vo ket deoc'h. |
Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.
Neuze e tezougin ac'hanoc'h eus ar vro-mañ d'ur vro n'hoc'h eus ket anavezet, na c'hwi nag ho tadoù, hag eno e servijot doueoù all, deiz ha noz, rak ne rin ket trugarez deoc'h.
Dre da wall e kolli an hêrezh am boa roet dit, hag e lakain ac'hanout dindan da enebourien en ur vro n'anavezez ket. Rak enaouet hoc'h eus tan va c'hounnar, hag e tevo da viken.
Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.
Koulskoude e lavarez: Ya, didamall on! A-dra-sur, e tistroio e gounnar diouzhin. Setu ez an da varn ac'hanout war ar pezh a lavarez: Ne'm eus ket pec'het.
Piv eo an den fur a glevo kement-se? Piv en deus komzet genoù an AOTROU outañ? Piv a zisklêrio abeg distruj ar vro hag abeg an tan-gwall a zev anezhi evel ur gouelec'h, hep den da dremen drezañ?
Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus ankounac'haet va lezenn am boa lakaet dirazo, dre ma n'o deus ket selaouet ouzh va mouezh, ha n'o deus ket kerzhet hervezi,