Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
Jeremiaz 49:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Damask a zo dinerzhet, treiñ a ra evit tec'hout, ar spont a gouezh warni, an enkrez hag ar glac'har a grog enni, evel ur vaouez o wilioudiñ. |
Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
Bez' e vint spouronet, karget a c'hlac'har hag a anken; gouzañv a raint gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet.
Goulennit ha gwelit hag-eñ e c'hell ur gwaz genel. Perak e welan pep den gant e zaouarn war e zivgroazell, evel ur vaouez er poanioù? Perak eo deuet an holl zremmoù da vezañ drouklivet?
Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.
Keriod a zo kemeret, e greñvlec'hioù a zo tapet, kalon brezelerien Moab a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.
Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.
Tapout a raint o zeltennoù hag o zropelloù, kemer a raint o fallennoù, o holl listri hag o c'hañvaled, hag e vo yudet: Spont a bep tu!
Me a raio da Elam bezañ spouronet dirak o enebourien ha dirak ar re a glask o buhez. Hag e kasin warno an droug, va c'hounnar entanet, eme an AOTROU. Hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo o c'haset da get.
Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.
Klevet hon eus an trouz a gement-se, hon daouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennomp, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.
Poanioù an hini a wilioud a zeuio warnañ, ur mab diskiant eo, en amzer dereat n'en em zalc'h ket evit gwelout an deiz.
Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo krenoù-douar e meur a lec’h, naonegezhioù ha trubuilhoù. An traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù.