Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.
Hag e perc'henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.
Ne vo biken tud o chom enni, ne vo ken annezet a oad da oad. An Arab ne savo ken e deltenn enni, ar vesaerien ne lakaint ken o loened da ziskuizhañ eno.
Holl zeñved Kedar a vo dastumet etrezek ennout, tourzed Nebajod a vo evit da servij, pignat a raint war va aoter evel ur c'hinnig plijus din, hag e roin klod da di va gloar.
Va zeltenn a zo distrujet, va holl gerdin a zo torret, va mibien o deus kuitaet ac'hanon, n'emaint ken. N'eus den da sevel a-nevez va zeltenn ha da staliañ va zinelloù.
Petra 'welan? Spontet int, treiñ a reont o c'hein, o zud kreñv a zo lakaet a-dammoù, hag e tec'hont hep distreiñ. Ar spont a zo a bep tu, eme an AOTROU.
Setu ez an da zegas warnout ar spont eus da holl drowardroioù, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù, hag e viot kaset pep hini war-eeun dirazañ, ha den ne zastumo an dec'hidi.
Rak abaoe ma’z on deuet e Makedonia, hor c’hig n’en deus bet diskuizh ebet, met glac’haret omp bet e pep doare, dre stourmoù en diavaez hag aon en diabarzh.
Rak pignat a raent gant o zropelloù hag o zeltennoù, dont a raent a-leizh, evel kilheien-raden; int hag o c'hañvaled a oa diniver, hag e teuent e-barzh ar vro evit he distrujañ.
Madian, Amalek ha mibien ar reter a oa strewet en traonienn niverus evel kilheien-raden, hag o c'hañvaled a oa diniver evel an traezh a zo war aod ar mor, kement e oa anezho.
Zebak ha Zalmuna a lavaras: Sav te da-unan ha sailh warnomp! Rak evel ma'z eo an den, eo e nerzh. Gedeon a savas hag a lazhas Zebak ha Zalmuna. Hag e kemeras ar bragerizoù a oa ouzh gouzougoù o c'hañvaled.
Pouez al lagadennoù aour en doa goulennet a oa mil seizh kant sikl aour, hep kontañ ar bragerizoù, ar c'hloc'higoù-skouarn, an dilhad tane a oa war rouaned Madian, hag hep kontañ kelc'hennoù a oa ouzh gouzougoù o c'hañvaled.