Jeremiaz 48:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kasin dezhañ tud a dreuzlestro anezhañ, a c'houllondero e listri, a lakaio e seier-lêr a-dammoù. |
Evel laboused o nijal amañ hag ahont, evel un neizhiad kaset kuit, evel-se e vo merc'hed Moab ouzh treizh an Arnon.
En em vruzunañ a ra evel ma vez bruzunet lestr pri ur poder, torret didruez e tammoù na gaver ket un darbod evit tennañ tan eus an oaled pe evit tennañ dour eus ar puñs-glav.
Ar re vras en o zouez a gas ar re vihan da gerc'hat dour; mont a reont d'ar puñsoù-glav ha ne gavont ket a zour. Neuze e tistroont gant o listri goullo, mezhek ha pinous, goleiñ a reont o fenn.
Youc'hit, mêsaerien, ha garmit! Torimellit, renerien an tropell! Rak deuet eo an deizioù ma viot lazhet, hag ez an d'ho stlabezañ, hag e kouezhot evel ul lestr prizius.
setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.
Moab a oa sioul abaoe e yaouankiz, diskuizhañ a rae war e lec'hidenn, ne oa ket bet taolet eus ul lestr d'egile, n'eo ket aet d'an harlu, evel-se e vlaz a zo chomet gantañ hag e c'hwezh n'eo ket bet cheñchet.
Ha Moab a vo mezhek eus Kemosh, evel ma'z eo bet ti Israel mezhek eus Betel, a oa e fiziañs.
Moab a zo drailhet, e gêrioù a bign e moged, an dibab eus e dud yaouank a ziskenn d'al lazhadeg, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.
War holl doennoù Moab ha war e leurioù, pep tra a vo kañvoù, rak brevet em bo Moab evel ul lestr a zisplij, eme an AOTROU.
An distrujer a yelo en holl gêrioù, ha kêr ebet na dec'ho. An draonienn a vo rivinet hag ar blaenenn a vo distrujet, hervez ar pezh en deus lavaret an AOTROU.
Rak an AOTROU a adsav gloar Jakob, evel gloar Israel, dre m'o deus he skrapet ar skraperien, ha m'o deus distrujet o skodoù-gwini.