Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Youc'hit, mêsaerien, ha garmit! Torimellit, renerien an tropell! Rak deuet eo an deizioù ma viot lazhet, hag ez an d'ho stlabezañ, hag e kouezhot evel ul lestr prizius.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:34
34 Referencias Cruzadas  

Da zistro bloaz ar roue Nebukadnezar a gasas tud da gerc'hat ha da zegas anezhañ da Vabilon gant listri prizius ti an AOTROU. Hag e lakaas Sedesia e vreur da roue war Juda ha war Jeruzalem.


O freuzañ a ri gant ur walenn houarn, o bruzunañ a ri evel lestr ur poder.


Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.


a-enep holl listri Tarsiz, hag a-enep kement a blij d'ar gweled.


En em vruzunañ a ra evel ma vez bruzunet lestr pri ur poder, torret didruez e tammoù na gaver ket un darbod evit tennañ tan eus an oaled pe evit tennañ dour eus ar puñs-glav.


Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.


Kleze an AOTROU a zo leun a wad, goloet eo a zruzoni, gwad oaned ha bouc'hed, druzoni lounezhi an tourzed, rak an AOTROU en deus graet un aberzh e Bozra, ul lazhadeg vras e bro Edom.


Ganto e kouezho ar bualed, hag al leueoù gant ar c'holeoù, an douar a vo mezviet a wad, ar poultr leuniet a zruzoni.


ra vo klevet eus o ziez garmadegoù, pa ri a-daol-trumm da vagadoù dont warno, rak toullet o deus ur poull evit tapout ac'hanon, ha stegnet o deus pechoù dindan va zreid.


An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket?


Gwalleur d'ar vêsaerien a zistruj hag a stlabez tropell va feurvan, eme an AOTROU.


Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.


da Zedan, Tema ha Buz, d'an holl re a douz kognoù o barv,


Klevet e vo garmadeg ar vêsaerien ha youc'hadeg renerien an tropell, rak e wast an AOTROU o feurvanoù.


An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.


Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac'hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioù, gwellañ hêrezh armeoù ar broadoù? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.


Mezvit eñ, rak eo savet a-enep an AOTROU. Ra en em ruilho Moab en e c'hwedadenn, ha ra vo eñ ivez ur c'hoapadenn.


War holl doennoù Moab ha war e leurioù, pep tra a vo kañvoù, rak brevet em bo Moab evel ul lestr a zisplij, eme an AOTROU.


Lazhit hec'h holl goleoù, ra ziskennint holl d'al lazhadeg. Gwalleur dezho, rak o deiz a zo deuet, amzer o c'hastiz!


Merc'h va fobl, en em c'houriz eus ur sac'h ha ruilh el ludu, bez e kañv evel evit ur mab nemetañ, ha gouel daeroù c'hwerv-meurbet, rak an distrujer a zeu buan warnomp.


Tridal a ri hag e laouenai, merc'h Edom, a zo o chom e bro Uz! An hanaf a dremeno ivez etrezek ennout, mezv ha lakaet en noazh e vi


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e varnin-me va-unan etre an oan lart hag an oan treut.


Hag e tougo zoken d'an Ejipt o doueoù dalc'het gant o skeudennoù teuzet hag o listri prizius arc'hant hag aour. Goude en em zalc'ho e-pad bloavezhioù pell diouzh roue an hanternoz.


Israel a zo lonket. Emaint bremañ e-touez ar broadoù, evel ul lestr na ro plijadur ebet.


Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.


Entanet eo va c'hounnar a-enep ar vêsaerien, hag e kastizin ar bouc'hed. Rak AOTROU an armeoù en deus gweladennet e dropell, ti Juda, hag e raio anezho evel e varc'h a enor er brezel.


Klevet eo ar vêsaerien o huanadiñ, rak distrujet eo o c'haerder; klevet eo al leonedigoù o yudal, rak distrujet eo lorc'h ar Jordan.


Bevet hoc’h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc’h bet evel en un devezh a lazhadeg.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos