Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Jeremiaz 25:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Hag ar vêsaerien n'o devo lec'h ebet da dec'hout, na renerien an tropell da vont kuit.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:35
21 Referencias Cruzadas  

Met daoulagad ar re zrouk a vo kuzumet, pep tec'h a vo kollet evito, rentañ o ene a vo o esperañs.


Pa emañ va spered dinerzhet ennon, te a anavez va hent. Kuzhet o deus ur pech din en hent a gerzhen warnañ.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas warno un droug na c'hellint ket tec'hout araozañ. Krial a raint etrezek ennon, met ne selaouin ket outo.


Klevet e vo garmadeg ar vêsaerien ha youc'hadeg renerien an tropell, rak e wast an AOTROU o feurvanoù.


ha Sedesia roue Juda ne dec'ho ket eus daouarn ar Galdeiz, met lakaet e vo a-dra-sur e daouarn roue Babilon, hag e komzo outañ genoù ouzh genoù, hag e zaoulagad a welo e zaoulagad,


Ha ne dec'hi ket eus e zorn, met a-dra-sur e vi tapet, hag e vi lakaet etre e zaouarn, ha da zaoulagad a welo daoulagad roue Babilon, hag e komzo ouzhit genoù ouzh genoù, ha mont a ri da Vabilon.


Met ar roue Sedesia a gasas d'e gerc'hat ac'hane. Ar roue a reas goulennoù outañ e kuzh en e di, hag a lavaras: Ha bez' ez eus ur gomz bennak a-berzh an AOTROU? Jeremiaz a lavaras: Ya. Rak, emezañ, e vi lakaet etre daouarn roue Babilon.


Met ma ned ez ket etrezek pennoù roue Babilon, ar gêr-mañ a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz, a zevo anezhi dre an tan, ha ne dec'hi ket kuit eus o daouarn.


Kaset e vo eta er-maez d'ar Galdeiz da holl wragez ha da vibien, ha te ne dec'hi ket eus o daouarn, met kroget e vo ennout gant dorn roue Babilon, hag e vi kiriek ma vo devet ar gêr-mañ dre an tan.


An hini a dec'h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak warnañ, war Voab, e lakain da zont bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU.


Met hemañ a zo en em savet a-enep dezhañ o kas kannaded d'an Ejipt, evit ma vefe roet dezhañ kezeg hag un niver bras a dud. Hag e raio berzh? Hag en em saveteo an hini a ra hevelep traoù? Torret en deus an emglev, hag e tec'hfe kuit?


Disprizet en deus al le ha torret an emglev. Ha setu, goude bezañ roet e zorn, an holl draoù-se en deus graet: n'en em saveteo ket.


D'an noz-se, Belshazar roue ar Galdeiz a voe lazhet.


An den prim ne c'hello ket tec'hout, an hini kreñv ne gavo ket e nerzh, an hini kalonek ne saveteo ket e vuhez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos