Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 48:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ha Moab a vo mezhek eus Kemosh, evel ma'z eo bet ti Israel mezhek eus Betel, a oa e fiziañs.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 48:13
21 Referencias Cruzadas  

Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.


Salomon a savas un uhellec'h evit Kemosh euzhusted ar Voabiz war ar menez a zo a-dal da Jeruzalem, hag evit Molok euzhusted mibien Ammon.


Elia a lavaras dezho: Krogit e profeded Baal, ra ne dec'ho ket unan anezho! Kregiñ a rejont eta enno, hag Elia a reas dezho diskenn da froud Kison, e-lec'h ma lazhas anezho.


Neuze kounnar an AOTROU a entanas a-enep Amazia, hag e kasas etrezek ennañ ur profed a lavaras dezhañ: Perak ec'h eus klasket doueoù ar bobl-se, pa n'o deus ket gellet dieubiñ o fobl eus da zorn?


Moab a zo aet skuizh da vont war an uhellec'hioù, mont a raio er santual da bediñ, met ne c'hello kaout netra.


En deiz-se e taolo un den d'ar gozed ha d'al logod-dall, e idoloù arc'hant hag e idoloù aour, en doa graet dezhañ evit o azeuliñ.


Holl int mezhek ha pinous. Mont a reont kuit a-unvan gant mezh, an oberourien idoloù.


En em zastumit ha deuit, tostait a-unvan, c'hwi hag a zo en em dennet eus ar broadoù. N'anavezont netra ar re a zoug koad o skeudenn gizellet, hag a gas o fedenn d'un doue na savete ket.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kasin dezhañ tud a dreuzlestro anezhañ, a c'houllondero e listri, a lakaio e seier-lêr a-dammoù.


Huanadit: Penaos eo bet torret? Penaos e tro kein Moab en e vezh? Moab a vo ur c'hoapadenn hag ur spont evit an holl re a vo en-dro dezhañ.


Gwalleur dit Moab! Kollet eo pobl Gemosh! Rak da vibien a zo kaset en harlu, ha da verc'hed en harlu.


Peogwir ec'h eus fiziet ez labourioù hag ez teñzorioù, e vi tapet ivez. Ha Kemosh a yelo d'an harlu, gant hec'h aberzhourien hag he fennoù.


Ha ne berc'hennez ket ar pezh en deus roet dit da berc'hennañ Kemosh da zoue? Ni a berc'henno ar vro eus an holl re en deus kaset kuit an AOTROU hon Doue dirazomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos