Jeremiaz 44:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Dre ma hoc'h eus kinniget ezañs, ha ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU, dre ma n'hoc'h eus ket selaouet mouezh an AOTROU, ha ma n'hoc'h eus ket kerzhet en e lezenn nag en e reolennoù nag en e destenioù, en abeg da-se, an droug-mañ a zo c'hoarvezet ganeoc'h, evel ma vez gwelet hiziv.
Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an AOTROU o Doue, en deus lakaet o zadoù da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre m'o deus en em staget ouzh doueoù all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioù-se da zont warno.
Disprizet o doa e reolennoù, hag e emglev en doa graet gant o zadoù, hag e destenioù en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoù a netra, o tont da vezañ netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoù a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.
Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
Ho tadoù, ha n'o deus ket graet an hevelep tra? Ha n'eo ket en abeg da-se en deus kaset Doue an holl walleur-mañ warno ha war ar gêr-mañ? Ha c'hwi a gresk adarre e fulor a-enep Israel o tisakrañ ar sabad.
hag an AOTROU en deus lakaet da zont ha sevenet evel m'en doa lavaret, dre ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU ha n'hoc'h eus ket selaouet e vouezh; dre-se eo c'hoarvezet kement-mañ ganeoc'h.
Met abaoe ma hon eus paouezet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d'ober evadkinnigoù dezhi, hon eus manket a bep tra hag omp bet lonket dre ar c'hleze ha dre an naonegezh.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwelet hoc'h eus an holl zroug am eus graet dont war Jeruzalem ha war holl gêrioù Juda. Ha setu emaint hiziv ur gouelec'h, n'eus den o chom enno,
An ezañs a ginnigec’h e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, c'hwi, ho tadoù, ho rouaned, ho pennoù ha pobl ar vro, hag-eñ n'en deus ket bet soñj anezhañ an AOTROU? Ha n'eo ket aet betek e galon?
en abeg d'an droug o deus graet evit va c'hounnariñ, o vont da ginnig ezañs ha da servijañ doueoù all, n'o deus ket anavezet, nag int, na c'hwi, nag ho tadoù.
Perak e kounnarit ac'hanon dre oberoù ho taouarn, o kinnig ezañs da zoueoù all en Ejipt, e-lec'h ma oc'h deuet da chom ennañ, en doare da vezañ lamet ha da zont da vezañ ur vallozh hag un dismegañs e-touez holl vroadoù an douar?
Jeruzalem he deus gwall bec'het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec'h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec'h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.
An holl boan-se a zo deuet warnomp hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Voizez, ha n'hon eus ket pedet an AOTROU hon Doue, evit hon distreiñ diouzh hon direizhder hag hon lakaat evezhiek ouzh da wirionez.
Met e lavaran penaos ar pezh a vez aberzhet gant ar baganed, en aberzhont d’an diaouled ha nann da Zoue. Ha ne fell ket din ho pefe kenunvaniezh gant an diaouled.
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.