Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 44:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Goude, Jeremiaz a lavaras d'an holl bobl ha d'an holl vaouezed: Selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl re Juda a zo e bro Ejipt:

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 44:24
11 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.


Selaouit komz an AOTROU, pennoù Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!


Selaouit eta komz an AOTROU a ren war ar bobl-mañ a Jeruzalem, tud goapaerien:


neuze, selaouit bremañ komz an AOTROU, nemorant Juda! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Mar troit ho tremmoù evit mont d'an Ejipt, mard it da chom eno,


hag ez ejont da vro Ejipt, rak ne sentjont ket ouzh mouezh an AOTROU. Hag e teujont betek Tapanez.


setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!


Disklêriañ a ri va c'homzoù, pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int.


Ha bremañ selaou komz an AOTROU: Lavaret ec'h eus: Ne brofedi ket a-enep Israel ha ne dakenni ket komzoù a-enep ti Izaak.


Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos