D'an navet deiz eus ar pevare miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.
Jeremiaz 37:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h. |
D'an navet deiz eus ar pevare miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.
En amzer an naonegezh e warezo ac'hanout diouzh ar marv, en amzer ar brezel diouzh lavnenn ar c'hleze.
Kalon ar roue a zo e dorn an AOTROU evel un dour-red, he zreiñ a ra da gement a fell dezhañ.
hennezh a vo o chom el lec'hioù uhel, kreñvlec’hioù ar reier a vo e repu, bara a vo roet dezhañ, doureier ne vankint ket dezhañ.
Pashur a skoas war ar profed Jeremiaz hag a lakaas anezhañ en toull-bac'h a oa en dor uhelañ Benjamin, e ti an AOTROU.
Neuze, arme roue Babilon a sezize Jeruzalem, hag ar profed Jeremiaz a oa dastumet e porzh an toull-bac’h, a oa e ti roue Juda.
Hag Hanameel mab va eontr a zeuas da'm c'havout, hervez komz an AOTROU, e porzh an toull-bac’h, hag e lavaras din: Pren va fark a zo en Anatod e bro Venjamin, rak dit eo an droed a hêrezh hag a zaspren. Pren evidout. Hag e ouezis e oa komz an AOTROU.
Komz an AOTROU a voe disklêriet un eil gwech da Jeremiaz, pa oa c'hoazh dastumet e porzh an toull-bac’h, er gerioù-se:
Neuze e tennjont Jeremiaz gant ar c'herdin hag e lakajont anezhañ da bignat er-maez eus ar puñs. Hag e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.
Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.
O aotrou roue! An dud-se o deus graet fall e kement tra o deus graet d'ar profed Jeremiaz, en ur deurel anezhañ er puñs. Mervel a raio gant an naon el lec'h-mañ, pa n'eus ken a vara e kêr.
D'ar pevare miz, d'an navet eus ar miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.
Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.
Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc’h Feliks. O c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.
Pa’z omp erruet e Rom, ar c’hantener a lakaas ar brizonidi etre daouarn prefed ar pretordi. Met da Baol e voe aotreet chom en e di e-unan, gant ur soudard a ziwalle anezhañ.
Paol a chomas daou vloavezh leun en un ti en doa feurmet evitañ e-unan. Hag e tegemere ar re holl a zeue d’e gavout,
Pediñ a ran eta ac’hanoc’h, me prizoniad en Aotrou, d’en em ren en un doare dellezek eus ar c’halvidigezh ez oc’h bet galvet drezañ,
ma’z on ar c’hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.
Na’z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac’hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c’halloud Doue,
e c’houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n’eo ket ereet.