Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 e c’houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n’eo ket ereet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 evit pehini e souffran poan, beteg beza liammet evel eun torfetour, mes ger Doue n’eo ket liammet.

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 2:9
22 Referencias Cruzadas  

Hag e kased ivez daou dorfedour evit o lakaat da vervel gantañ.


Neuze ar c’habiten a dostaas, a grogas ennañ hag a c’hourc’hemennas e eren gant div chadenn. Goulenn a reas piv e oa ha petra en doa graet.


o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.


hag e tiskouezin dezhañ pegement e tleo gouzañv poan evit va anv.


Abalamour da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc’h-c’hwi ar baganed,


met ar re all a ra dre garantez, oc’h anavezout penaos on bet lakaet evit difenn an Aviel.


Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.


Me Paol, a salud ac’hanoc’h eus va dorn va-unan. Ho pet soñj eus va ereoù. Ar c’hras ra vo ganeoc’h! Amen.


Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhañ ez on er chadennoù,


Rak n’eo ket a-walc’h ma’z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc’h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec’h, en hevelep doare ma n’hon eus ezhomm ken da gomz.


A-hend-all, breudeur, pedit evidomp evit ma en em skuilho ger an Aotrou ha ma vo roet gloar dezhañ evel ma’z eo en ho touez,


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n’en deus ket bet mezh eus va chadennoù,


Na’z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac’hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c’halloud Doue,


Te eta, gouzañv ar poanioù evel ur gwir soudard da Jezuz-Krist.


Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


pe d’ar c’houarnourien evel da dud kaset eus e berzh da gastizañ ar re a ra an droug ha da aprouiñ ar re a ra ar mad.


o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.


Ra ne c’houzañvo hini ac’hanoc’h evel ur muntrer, pe ul laer, pe un torfedour, pe un den a emell e traoù ar re all.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos