Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 38:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Neuze e tennjont Jeremiaz gant ar c'herdin hag e lakajont anezhañ da bignat er-maez eus ar puñs. Hag e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 38:13
17 Referencias Cruzadas  

Evel ma tremene marc'hadourien madianat, e tennjont hag e tapjont Jozef eus ar puñs, hag e werzhjont Jozef evit ugent pezh arc'hant d'an Ismaeliz. Ar re-mañ en kasas d'an Ejipt.


ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.


Ha Palal mab Uzai, dirak ar c'horn hag an tour a zo en baleg eus ti uhel ar Roue, e-kichen porzh an toull-bac'h. War e lerc'h Pedaja mab Parosh.


An dud a wad a gasa an den eeun, met an den reizh a ziwall e ene.


Neuze ar briñsed hag ar bobl a lavaras d'an aberzhourien ha d'ar brofeded: An den-se n'eo ket dellezek a varv, rak en anv an AOTROU hon Doue eo en deus komzet ouzhimp.


Neuze, arme roue Babilon a sezize Jeruzalem, hag ar profed Jeremiaz a oa dastumet e porzh an toull-bac’h, a oa e ti roue Juda.


Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.


Ebed-Melek an Etiopad a lavaras da Jeremiaz: Laka ar pilhoù kozh hag an truilhoù-se dindan da zivgazel, dindan ar c'herdin. Ha Jeremiaz a reas evel-se.


Jeremiaz a chomas e porzh an toull-bac'h betek an deiz ma voe tapet Jeruzalem.


Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.


Aotrou, breutaet ec'h eus kaoz va ene, dasprenet ec'h eus va buhez.


e lavaras dezhañ: Me a glevo ac’hanout pa vo deuet da damallerien. Hag e c’hourc’hemennas ma vije dalc’het e pretordi Herodez.


Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc’h Feliks. O c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.


Pa’z omp erruet e Rom, ar c’hantener a lakaas ar brizonidi etre daouarn prefed ar pretordi. Met da Baol e voe aotreet chom en e di e-unan, gant ur soudard a ziwalle anezhañ.


Paol a chomas daou vloavezh leun en un ti en doa feurmet evitañ e-unan. Hag e tegemere ar re holl a zeue d’e gavout,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos