Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 6:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 Mes klaskit da genta rouantelez Doue hag he justis, hag an holl draou‐ze a vezo roet deoc’h ouzpen.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

33 Glasquet enta de guetan pèn, ranteleah Doué hag é madeleah, hag en ol treu‐zé e vou reit t’oh ohpen.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 6:33
51 Referencias Cruzadas  

Elia a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, kae, gra evel ma ec'h eus lavaret, met da gentañ e ri din ur wastell vihan, a zegasi din, ha goude e ri evidout hag evit da vab.


Ar fonnusted hag ar binvidigezh a vo en e di, hag e reizhder a bad da viken.


Yaouank on bet hag on deuet da vezañ kozh, ha ne'm eus ket gwelet an den reizh dilezet, nag e lignez o klask e vara.


Fiz en AOTROU, gra ar mad, bez o chom war an douar, debr ar wirionez evel boued.


An AOTROU ne lezo ket ene an hini reizh da gaout naon, met teurel a ra kuit gwallc'hoant ar re zrouk.


An hini a laka an dud reizh d'en em goll war un hent fall a gouezho er poull, met an dud onest o devo an eurvad da hêrezh.


Ganin-me emañ ar binvidigezh hag ar c'hloar, ar madoù padus hag ar reizhder.


Ar fur en deus e galon a-zehou, met an diskiant en deus e galon a-gleiz.


Va ene a c'hoanta ac'hanout en noz. Em c'hreizon va spered a glask ac'hanout a-vintin, rak pa vez da varnedigezhioù war an douar, tud ar bed a zesk ar reizhder.


Surentez da zeizioù, nerzh da silvidigezh, furnez, anaoudegezh: doujañs an AOTROU a vo da deñzor.


Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.


En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.


Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da’m anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh.


o lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.


Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.


Eürus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar reizhder, rak o devo o gwalc’h!


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Klaskit kentoc’h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac’haet, n’eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.


Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.


Ha bremañ setu, me a oar na welot ken va dremm, c’hwi holl on tremenet en ho touez o prezeg rouantelezh Doue.


o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.


Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma’z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz.


Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n’o deus ket pleget da reizhder Doue.


rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.


Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?


Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,


pe Paol, pe Apolloz, pe Kefaz, pe ar bed, pe ar vuhez, pe ar marv, pe an traoù a-vremañ, pe an traoù da zont,


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.


ar pezh a zo ur brouenn eus ar varnedigezh reizh Doue, evit ma viot kontet dellezek eus rouantelezh Doue a c’houzañvit poan eviti.


rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.


Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:


hag evel-se e vo roet deoc’h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos