Abraham a glevas Efron; Abraham a bouezas da Efron an arc'hant en doa lavaret dirak mibien Hed, pevar c'hant sikl arc'hant o kaout red e ti ar marc'hadour.
Jeremiaz 32:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude e skrivis ar gevrat hag he siellis, hag e kemeris testoù, hag e pouezis an arc'hant war ar valañs. |
Abraham a glevas Efron; Abraham a bouezas da Efron an arc'hant en doa lavaret dirak mibien Hed, pevar c'hant sikl arc'hant o kaout red e ti ar marc'hadour.
Ar park hag ar c'hev a zo ennañ a voe suraet gant an Hitited da Abraham evel ul lec'h-bez a oa dezhañ.
Laka ac'hanon evel ur siell war da galon, evel ur siell war da vrec'h. Rak ar garantez a zo nerzhus evel ar marv, ar warizi a zo kreñv evel lec'h ar marv. He luc'hed a zo luc'hed-tan, ur flamm taer.
Kae bremañ, merk kement-mañ war un daolenn dirazo, skriv kement-mañ war ul levr, ma chomo evit an amzer da zont, bepred ha da virviken.
Unan a lavaro: Me a zo d'an AOTROU. Unan all a lavaro: Me a zo da Jakob. Unan all a skrivo gant e zorn: D'an AOTROU, hag e vo lesanvet dre anv Israel.
hag e rois ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, mab Makseja, dirak Hanameel mab va eontr, dirak an testoù o doa sinet ar gevrat-prenañ, ha dirak an holl Yuzevien a oa azezet e porzh an toull-bac'h.
Ha koulskoude Aotrou AOTROU, lavaret ec'h eus din: Pren ar park-mañ gant arc'hant, ha kemer testoù. Hag ar gêr a zo lakaet etre daouarn ar Galdeiz!
Prenet e vo parkeier gant arc'hant, skrivet e vo kevratoù anezho, siellet e vint, kemeret e vo testoù e bro Venjamin ha war-dro Jeruzalem, e kêrioù Juda, e kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn hag e kêrioù ar c'hreisteiz. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, eme an AOTROU.
Gwirion eo gweledigezh an abardaezioù hag ar mintinoù a zo bet lavaret. Mir kuzh ar weledigezh-mañ, rak e komz diwar-benn un amzer bell.
Mont a rejont eta kuit hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellañ ar maen hag o lakaat gwarded war e dro.
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
Ennañ emaoc’h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc’h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,
An dud-se a yeas, a ergerzhas ar vro, a reas un tres anezhi en ul levr e seizh lodenn hervez ar c'hêrioù, hag e tistrojont da gavout Jozue da gamp Silo.
Hag e welis un ael all a bigne eus kostez ar sav-heol, o terc’hel siell an Doue bev. Gant ur vouezh kreñv e krias d’ar pevar ael o doa resevet ar galloud da noazout d’an douar ha d’ar mor
Lavaret e voe dezho tremen hep ober droug da c’heot an douar, na da c’hlazenn ebet, na da wezenn ebet, met hepken d’an dud n’o deus ket siell Doue war o zalioù.
Boaz a bignas da zor kêr hag a azezas eno. Ha setu an hini a c'helle dasprenañ, an hini en doa komzet Boaz diwar e benn, a zeuas da dremen. Boaz a lavaras: Te, deus da azezañ amañ. Hag e tistroas hag ec'h azezas.