Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 8:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Gwirion eo gweledigezh an abardaezioù hag ar mintinoù a zo bet lavaret. Mir kuzh ar weledigezh-mañ, rak e komz diwar-benn un amzer bell.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 8:26
11 Referencias Cruzadas  

Dastumet e vint evel ar re zalc'het en un toull-bac'h, klozet en ur prizon, hag a-benn kalz a zevezhioù e vint kastizet.


Mab an den, ti Israel a lavar: Ar weledigezh a wel a zo a amzer hir, emañ o profediñ evit amzerioù pell.


D'an trede bloaz eus Kiruz roue Persia, ur gomz a voe diskuliet da Zaniel, a oa anvet Beltshazar. Ar gomz-se a zo gwirion, kemenn a ra ur stourm bras. Hag e komprenas ar gomz, hag ec'h intentas ar weledigezh.


Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.


Bremañ e tisklêrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc'henno muioc'h a binvidigezhioù eget an holl reoù all. Ha pa vo deuet da vezañ galloudek gant e binvidigezhioù, hemañ a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan.


Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.


Hag e lavaras: Kae, Daniel, rak ar c'homzoù-se a zo kuzhet ha siellet betek amzer an diwezh.


P’o doe ar seizh kurun lakaet o mouezh da vezañ klevet, ez aen da skrivañ, met e klevis ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Siell an traoù o deus ar seizh kurun lavaret ha na skriv ket anezho.


Hag e lavaras din: Na siell ket gerioù diougan al levr-mañ, rak an amzer a zo tost.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos