Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 8:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Ha me, Daniel, a voe dinerzh ha klañv deizioù-pad, ha goude e savis hag e ris war-dro aferioù ar roue. Souezhet e oan gant ar weledigezh, met den n'anavezas anezhi.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 8:27
12 Referencias Cruzadas  

Ha setu, unan bennak heñvel ouzh mibien an den a stokas ouzh va muzelloù. Neuze e tigoris va genoù hag e komzis, o lavarout d'an hini en em zalc'he dirazon: Va aotrou, gant ar weledigezh, an enkrez a zo kroget ennon, ne'm eus ken a nerzh.


Neuze e chomis va-unan hag e welis ar weledigezh vras-se, ha ne chomas ennon nerzh ebet. Liv va dremm a cheñchas hag e teuas da vezañ morlivet, ha ne'm boe ken a nerzh.


Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!


Klevet em eus diwarnout emañ spered an doueoù ennout, hag ez eus ennout ur sklêrijenn ur skiant hag ur furnez dreist muzul.


Amañ ec'h echu an dra-se. Evidon-me, Daniel, va soñjoù a spontas ac'hanon kalz, va dremm a gemmas, met em eus miret an dra-se em c'halon.


Neuze e teuas tost d'al lec'h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.


Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kêr proviñs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stêr Ulai.


Hag e welis anezhañ o tapout an tourz; hag o kounnariñ en e enep, e vountas an tourz hag e torras e zaou gorn dezhañ. An tourz n'en doa nerzh ebet evit herzel outañ. E deurel a reas d'an douar hag en mac'has, ha ne oa den da zieubiñ an tourz eus e zorn.


Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.


Samuel a chomas kousket betek ar mintin, hag e tigoras dorojoù ti an AOTROU . Samuel en doa aon da zisklêriañ ar weledigezh da Eli.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos