Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Levr Rud 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Boaz a bignas da zor kêr hag a azezas eno. Ha setu an hini a c'helle dasprenañ, an hini en doa komzet Boaz diwar e benn, a zeuas da dremen. Boaz a lavaras: Te, deus da azezañ amañ. Hag e tistroas hag ec'h azezas.

Ver Capítulo Copiar




Levr Rud 4:1
21 Referencias Cruzadas  

An daou ael a erruas e Sodom d'an abardaez. Lot a oa azezet e-tal dor Sodom. Lot o gwelas, a savas evit mont a-raok dezho hag a stouas e zremm d'an douar.


Efron a oa azezet e-touez mibien Hed. Hag Efron an Hitit a respontas da Abraham dirak mibien Hed a selaoue anezhañ ha dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gêr, hag e lavaras:


Hamor ha Sichem e vab a zeuas eta da zor o c'hêr hag a gomzas ouzh tud kêr, o lavarout:


Absalom a save mintin mat, hag en em zalc'he e-tal hent an nor. Ma teue un den en deveze un afer bennak hag a yae e barnedigezh dirak ar roue, Absalom a c'halve anezhañ hag a lavare dezhañ: A betore kêr ez out? Hag e responte: Da servijer a zo eus unan a veuriadoù Israel;


Roue Israel ha Jozafad roue Juda a oa azezet, pep hini war e dron, gwisket gant o dilhad, hag e oant azezet war al leur-gêr e-tal dor Samaria, hag an holl brofeded a oa o profediñ dirazo.


Pa'z aen er-maez etrezek dor kêr, e lakaen kempenn din ur gador war al leurenn.


mar em eus savet va dorn a-enep an emzivad, pa em eus e welet ouzh an nor ha ma c'hellen e skoazell,


Kemeret em eus ivez ar sac'h evit gwiskamant, met bet on an abeg d'o goap.


He fried a zo anavezet ouzh dorioù kêr, pa'z eo azezet gant henaourien ar vro.


Ar re holl hag o deus sec'hed, ra zeuint d'an doureier! C'hwi zoken hep arc'hant, deuit, prenit ha debrit! Deuit, prenit hep arc'hant gwin ha laezh, hep paeañ!


Goude e skrivis ar gevrat hag he siellis, hag e kemeris testoù, hag e pouezis an arc'hant war ar valañs.


Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.


Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.


Lakaat a ri barnerien hag ofiserien en holl c'hêrioù a roio an AOTROU da Zoue dit, hervez da veuriadoù. Hag e tougint barnedigezhioù reizh d'ar bobl.


e lakai da zont ouzh da zorojoù an den pe ar wreg a vo kablus da vezañ graet-se, hag e veinatai an den pe ar wreg d'ar marv.


an tad hag ar vamm a gemero anezhañ hag en kaso da henaourien kêr, ouzh dor al lec'h,


Ma ne fell ket d'an den-se kemer e c'hoar-gaer, e pigno e c'hoar-gaer betek an nor da gavout an henaourien hag e lavaro: Va breur-kaer ne fell ket dezhañ adsevel anv e vreur en Israel, ne raio ket evel ma'z eo dereat d'ur breur-kaer.


Hag e tec'ho da unan eus ar c'hêrioù-se, hag e chomo ouzh digor dor kêr evit disklêriañ e afer da henaourien ar gêr-se. Int a zegemero anezhañ e kêr, hag e roint dezhañ ul lec'h evit ma chomo ganto.


Gwir eo e c'hellan da zasprenañ, met bez' ez eus unan all c'hoazh hag a zo nesoc'h egedon.


Homañ a lavaras: Chom amañ, va merc'h, ken na ouezi penaos e troio an traoù. Rak an den-se ne gemero ket a ziskuizh a-raok bezañ echuet an afer-se hiziv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos