Levr Rud 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 Homañ a lavaras: Chom amañ, va merc'h, ken na ouezi penaos e troio an traoù. Rak an den-se ne gemero ket a ziskuizh a-raok bezañ echuet an afer-se hiziv.
En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.
Boaz a bignas da zor kêr hag a azezas eno. Ha setu an hini a c'helle dasprenañ, an hini en doa komzet Boaz diwar e benn, a zeuas da dremen. Boaz a lavaras: Te, deus da azezañ amañ. Hag e tistroas hag ec'h azezas.