Ar roue a yeas da C'habaon evit aberzhiñ, eno e oa an hini brasañ eus an uhellec'hioù. Salomon a ginnigas mil loskaberzh war an aoter.
Jeremiaz 28:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Er bloaz-mañ, e derou ren Sedesia roue Juda, d'ar pevare bloaz, d'ar pempvet miz, Hanania mab ar profed Azur, eus Gabaon, a gomzas ouzhin e ti an AOTROU, dirak an aberzhourien hag an holl bobl, hag e lavaras: |
Ar roue a yeas da C'habaon evit aberzhiñ, eno e oa an hini brasañ eus an uhellec'hioù. Salomon a ginnigas mil loskaberzh war an aoter.
Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamutal merc'h Jeremiaz, eus Libna.
Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem.
Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.
E derou ren Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:
Hag e komzis ouzh Sedesia roue Juda hervez an hevelep komzoù, hag e lavaris: Lakait ho kouzoug dindan yev roue Babilon, ha servijit anezhañ hag e bobl, hag e vevot.
ha kas anezho da roue Edom, da roue Moab, da roue mibien Ammon, da roue Tir, da roue Sidon, dre zaouarn ar gannaded a zo deuet da Jeruzalem etrezek Sedesia roue Juda.
Hag Hanania a gomzas dirak an holl bobl o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se eo e torrin a-benn daou vloaz yev Nebukadnezar roue Babilon diwar c'houzoug an holl vroadoù. Hag ar profed Jeremiaz a yeas gant e hent.
Ar profed Jeremiaz a gomzas ouzh ar profed Hanania, dirak an aberzhourien hag an holl bobl en em zalc'he e ti an AOTROU.
e tiskennas da di ar roue, da gambr ar skrib, ha setu, an holl bennoù a oa azezet eno, Elishama ar skrib, Delaja mab Shemaja, Elnatan mab Akbor, Gemaria mab Shafan, Sedesia mab Hanania, hag an holl bennoù.
Met pa voe ouzh dor Benjamin, en em gavas eno ur pennc'hedour anvet Jirija, mab Shelemia mab Hanania, a grogas er profed Jeremiaz o lavarout: Te a dremen d'ar Galdeiz!
Pelec'h emañ ho profeded a brofede deoc'h o lavarout: Roue Babilon ne zeuio ket a-enep deoc'h, nag a-enep ar vro-mañ?
Komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Jeremiaz a-enep Elam, e penn-kentañ ren Sedesia roue Juda, er gerioù-se:
Setu amañ an urzh a roas ar profed Jeremiaz da Seraja mab Nerija mab Makseja, pa'z eas da Vabilon gant Sedesia roue Juda, d'ar pevare bloaz eus e ren. Seraja a oa kentañ kambrelan.
O gweledigezhioù a zo aner hag o diouganoù touellus, pa lavaront: Disklêriet en deus an AOTROU! Met n'en deus ket an AOTROU kaset anezho, ha lakaet o deus da esperout e vefe sevenet o c'homz.
Jozue a gomzas d'an AOTROU en deiz ma roas an AOTROU an Amoreaned da vibien Israel, hag e lavaras dirak daoulagad Israel: Heol, chom a-sav war Gabaon! Loar, war draonienn Ajalon!