Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ar roue a yeas da C'habaon evit aberzhiñ, eno e oa an hini brasañ eus an uhellec'hioù. Salomon a ginnigas mil loskaberzh war an aoter.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 3:4
18 Referencias Cruzadas  

Dougen a rejont arc'h an AOTROU, teltenn an engalv, hag an holl listri santel a oa en deltenn. An aberzhourien hag al Levited a zougas anezho.


Ha Salomon a ginnigas un aberzh a drugarekadennoù a brofas d'an AOTROU, daou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dañvad. Evel-se ar roue hag holl vibien Israel a reas dedi ti an AOTROU.


an AOTROU en em ziskouezas dezhañ evit an eil gwech, evel ma oa en em ziskouezet dezhañ e Gabaon.


ha Zadok an aberzhour gant e vreudeur aberzhourien, dirak tabernakl an AOTROU , war an uhellec'h a oa e Gabaon,


Ha tabernakl an AOTROU , en doa graet Moizez er gouelec'h, hag aoter al loskaberzhoù, a oa en amzer-se war uhellec'h Gabaon.


Salomon a gomzas ouzh holl Israel, ouzh ar pennoù a vilieroù hag a gantoù, ouzh ar varnerien, ouzh holl re vras Israel a-bezh, ar pennoù tadoù.


Salomon hag an holl vodadeg gantañ a yeas d'an uhellec'h a oa e Gabaon, rak eno e oa teltenn engalv Doue, an hini en doa graet Moizez servijer an AOTROU er gouelec'h.


Rak Ezekiaz roue Juda a roas d'ar vodadeg mil kole ha seizh mil dañvad, hag ar pennoù a roas d'ar vodadeg mil kole ha dek mil dañvad. Hag aberzhourien e-leizh o doa en em santelaet.


Hag ar roue Salomon a ginnigas un aberzh a zaou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dañvad. Evel-se ar roue hag an holl bobl a reas dedi ti Doue.


Ne vefe ket a-walc'h eus al Liban evit an tan, ha ne vefe ket a-walc'h eus al loened evit al loskaberzh.


Er bloaz-mañ, e derou ren Sedesia roue Juda, d'ar pevare bloaz, d'ar pempvet miz, Hanania mab ar profed Azur, eus Gabaon, a gomzas ouzhin e ti an AOTROU, dirak an aberzhourien hag an holl bobl, hag e lavaras:


en doe aon-meurbet, rak Gabaon a oa ur gêr vras, evel unan eus ar c'hêrioù roueel; brasoc'h e oa eget Ai hag hec'h holl dud a oa kadarn.


Kêrioù meuriad mibien Benjamin a oa, hervez o ziegezhioù: Jeriko, Bet-Holga, Emek-Keziz,


Met tud Gabaon, o vezañ klevet ar pezh en doa graet Jozue da Jeriko ha da Ai,


Saül a lavaras: Degasit din ul loskaberzh hag aberzhoù a drugarekadennoù. Hag e kinnigas al loskaberzh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos