An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.
Jeremiaz 26:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez' e voe c'hoazh un den a brofedas en anv an AOTROU: Uri mab Shemaja eus Kirjad-Jearim. Profediñ a reas a-enep ar gêr-mañ hag a-enep ar vro-mañ, hervez an hevelep komzoù ha Jeremiaz. |
An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.
Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.
Neuze ar pennoù a lavaras da Varuk: Kae hag en em guzh, te ha Jeremiaz, ha ra ne ouezo den pelec'h e viot.
hag e kendalc'he an harz, hag e troe e korn ar mor war-zu ar c'hreisteiz, adalek ar menez a zo a-dal da Bet-Horon war-zu ar c'hreisteiz, hag e tape Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, kêr mibien Juda. Evel-se e voe tu ar c'huzh-heol.
Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c'hêrioù d'an trede deiz. O c'hêrioù a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim.
Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gêr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h.
Pell bras e oa abaoe an deiz ma voe lakaet arc'h an AOTROU e Kirjad-Jearim, ugent vloaz e oa. Hag holl di Israel en em lakaas da huanadiñ war-lerc'h an AOTROU .