N'en devo na lignez na rumm e-touez e bobl, den ne vevo war e lerc'h en e chomlec'hioù.
Jeremiaz 22:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: Enskrivit an den-se evel dirannet eus mibien, evel un den ne raio ket berzh en e zeizioù, rak eus e lignez, den ne c'hello azezañ war dron David, na ren c'hoazh war Juda. |
N'en devo na lignez na rumm e-touez e bobl, den ne vevo war e lerc'h en e chomlec'hioù.
Rak ar vêsaerien a zo bet diboell, n'o deus ket klasket an AOTROU, en abeg da-se n'o deus ket graet berzh, hag o holl loened a zo bet stlabezet.
Ac'hane ivez e teui, da zaouarn war da benn, rak an AOTROU en deus distaolet ar re a fiziez enno, ha ne ri ket berzh en o c'hichen.
Lavar: Selaou ouzh komz an AOTROU, roue Juda, azezet war dron David, te, da servijerien ha da bobl, c'hwi hag a ya dre an dorojoù-mañ,
en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ Shemaja an Nekelamad hag e lignez; n'en devo den o chom e-touez ar bobl-mañ, ha ne welo ket ar mad a rin da'm fobl, eme an AOTROU, rak en deus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim roue Juda: Hini ebet eus e re ne azezo war dron David, hag e gorf marv a vo taolet kuit da dommder an deiz ha da rev an noz.
Roue Babilon a reas lazhañ mibien Sedesia dirak e zaoulagad, hag e reas lazhañ ivez holl bennoù Juda e Ribla.