Mont a reas d'azezañ dirazañ war-hed un tenn gwareg, rak lavarout a rae: Gant na welin ket ar bugel o vervel! Hi a azezas dirazañ, a savas he mouezh hag a ouelas.
Evel-henn e komz an AOTROU: Enskrivit an den-se evel dirannet eus mibien, evel un den ne raio ket berzh en e zeizioù, rak eus e lignez, den ne c'hello azezañ war dron David, na ren c'hoazh war Juda.
Lakaat a rin ivez Sedesia roue Juda, gant e bennoù, etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag etre daouarn arme roue Babilon en deus pellaet diouzhoc'h.
Lazhit anezho holl betek an distruj: tud kozh, tud yaouank, gwerc'hezed, bugale, maouezed; met na dostait ket ouzh kement hini a zougo ar merk; krogit gant va santual. Kregiñ a rejont gant ar re gozh a oa dirak an ti.