Jeremiaz 29:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned32 en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ Shemaja an Nekelamad hag e lignez; n'en devo den o chom e-touez ar bobl-mañ, ha ne welo ket ar mad a rin da'm fobl, eme an AOTROU, rak en deus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU. Ver Capítulo |
Met lakaet e vo d'ar marv ar profed-se pe an huñvreer-se, rak komzet en deus eus treiñ kein d'an AOTROU ho Toue en deus tennet ac'hanoc'h eus bro Ejipt hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, evit distreiñ ac'hanout eus an hent en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue kerzhout warnañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.