Roue an Ejipt a lakaas Eliakim breur Joakaz da roue war Juda ha war Jeruzalem, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Neko a gemeras Joakaz e vreur hag a gasas anezhañ d'an Ejipt.
Jeremiaz 22:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwalleur d'an hini a sav e di dre an direizhder hag e gambroù uhel dre an dislealder, a laka e nesañ da labourat evit netra, na ro ket dezhañ e c'hopr, |
Roue an Ejipt a lakaas Eliakim breur Joakaz da roue war Juda ha war Jeruzalem, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Neko a gemeras Joakaz e vreur hag a gasas anezhañ d'an Ejipt.
Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.
mar em eus debret e frouezh hep arc'hant, mar em eus glac'haret o ene d'ar re o doa e berc'hennet,
Gwalleur d'ar re a stag ti da di, hag a laka park gant park, ken na vefe mui a lec'h, ha ma chomfent o-unan e-kreiz ar vro!
An hini a akuizit pinvidigezhioù hep reizhder a zo evel ur glujar a c'hor ar pezh n'he deus ket dozvet, lezel a raio anezho e-kreiz e zeizioù, ha d'an diwezh e vo kavet diskiant.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim mab Jozia roue Juda: Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh va breur, siwazh va c'hoar! Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh aotrou, siwazh meurdez!
Ne heskini ket da nesañ ha ne laeri ket anezhañ. Gopr an devezhour ne chomo ket ez ti betek an deiz war-lerc’h.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.