Mab an den, da vreudeur, da vreudeur, tud da gerentiezh, hag holl di Israel, eo ar re o deus lavaret dezho tud Jeruzalem: Pellait diouzh an AOTROU, deomp-ni eo ar vro-mañ roet da hêrezh.
Mab an den, ar re a zo o chom e lec'hioù gwastet bro Israel, a gomz o lavarout: Abraham a oa e-unan, hag en deus bet ar vro da hêrezh, met ni a zo niverus, hag ar vro a zo roet deomp da hêrezh.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.
Gwalleur d'ar re a raktres traoù direizh hag a ijin an droug war o gweleoù! Da c'houloù-deiz e sevenont an traoù-se, dre m'o deus ar galloud en o daouarn.
An holl re-se, ha ne lavarint ket flemmadoù diwar e benn, ha ne zroukc'hoapaint ket anezhañ? Lavaret e vo: Gwalleur d'an hini a zastum ar pezh n'eo ket dezhañ! Betek pegeit...? Piv a samm warnañ bec'h e zleoù?
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.