Emañ menezioù en-dro da Jeruzalem, hag emañ an AOTROU en-dro d'e bobl, a-vremañ ha da viken.
Jeremiaz 21:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu em eus droug ouzhit, te hag a zo o chom en draonienn, war roc'h ar blaenenn, eme an AOTROU, c'hwi hag a lavar: Piv a ziskenno a-enep deomp? Piv a zeuio en hor chomlec'hioù? |
Emañ menezioù en-dro da Jeruzalem, hag emañ an AOTROU en-dro d'e bobl, a-vremañ ha da viken.
Hag e tisplegi da'z mab kement-se en deiz-se o lavarout: Abalamour d'ar pezh a reas an AOTROU evidon eo, pa'z on aet kuit eus an Ejipt.
Diougan diwar-benn traonienn ar gweledigezhioù. Petra 'zo ganit, pa'z eo pignet da holl bobl war an toennoù?
Dereiñ a rin va menez gant he farkeier d'ar preizh, ha da binvidigezhioù, da deñzorioù, da uhellec'hioù, en abeg d'ar pec'hedoù war da holl zouar.
Ha me va-unan a stourmo a-enep deoc'h, gant un dorn astennet hag ur vrec'h kreñv, gant kounnar, gant fulor ha gant ur vrouez vras.
Da emfiziañs ha lorc'h da galon o deus da douellet, te hag a zo o chom e toulloù ar reier hag a zalc'h krec'h ar menezioù. Pa savi da neizh evel an erer, e taolin ac'hanout d'an traoñ, eme an AOTROU.
Setu em eus droug ouzhit-te, lorc'hus, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù, rak da zeiz a zo deuet, an amzer ma'z kastizin.
Setu em eus droug ouzhit, menez distrujus, eme an AOTROU, a zistruj an douar a-bezh. Astenn a rin va dorn warnout, hag e ruilhin ac'hanout eus lein ar reier, hag e rin dit bezañ ur menez entanet.
Na fiziit ket e komzoù touellus, en ur lavarout: Amañ eo templ an AOTROU, templ an AOTROU, templ an AOTROU!
Rouaned an douar n'o dije kredet, nag hini eus tud ar bed, e teuje an argader hag an enebour e dorojoù Jeruzalem.
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir hoc'h eus lavaret traoù aner hag hoc'h eus roet gweledigezhioù touellus, setu em eus droug ouzhoc'h, eme an Aotrou AOTROU.
Lavar da goadeg ar c'hreisteiz: Selaou komz an AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ez an da enaouiñ un tan en da ziabarzh, a zebro en da greiz pep gwezenn c'hlas ha pep gwezenn sec'h. Ar flamm o teviñ ne varvo ket, an holl ziwar c'horre a vo devet eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh ar vêsaerien-se, hag ec'h adc'houlennin va deñved digant o daouarn, hag e harzin outo a beuriñ an deñved, ha n'en em beurint ken o-unan. Hag e tieubin va deñved eus o genoù, ha ne vint ken ur boued evito.
en abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, hag e rin va-unan va barnedigezhioù en da greiz, dirak daoulagad ar broadoù.
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, lakaat a rin an tan ez kirri, hag ez aint e moged, ar c'hleze a lonko da leoned yaouank, tennañ a rin eus ar vro da breizh, ha ne vo ken klevet mouezh da gannaded.