Setu em eus droug ouzhit, te hag a zo o chom en draonienn, war roc'h ar blaenenn, eme an AOTROU, c'hwi hag a lavar: Piv a ziskenno a-enep deomp? Piv a zeuio en hor chomlec'hioù?
Da emfiziañs ha lorc'h da galon o deus da douellet, te hag a zo o chom e toulloù ar reier hag a zalc'h krec'h ar menezioù. Pa savi da neizh evel an erer, e taolin ac'hanout d'an traoñ, eme an AOTROU.
Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.
Setu em eus droug ouzhit, menez distrujus, eme an AOTROU, a zistruj an douar a-bezh. Astenn a rin va dorn warnout, hag e ruilhin ac'hanout eus lein ar reier, hag e rin dit bezañ ur menez entanet.
Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.
en abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, hag e rin va-unan va barnedigezhioù en da greiz, dirak daoulagad ar broadoù.
Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, lakaat a rin an tan ez kirri, hag ez aint e moged, ar c'hleze a lonko da leoned yaouank, tennañ a rin eus ar vro da breizh, ha ne vo ken klevet mouezh da gannaded.
Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, sevel a rin pleg da sae war da zremm, hag e tiskouezin da noazhder d'ar broadoù, ha da vezh d'ar rouantelezhioù.
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.
dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c’hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.