Jeremiaz 17:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra vo mezhek ar re a heskin ac'hanon, ha ra ne vin ket mezhek! Ra vint spouronet, ha ra ne vin ket spouronet! Degas deiz ar gwalleur warno, ha sko warno gant ur gouli daougementet. |
Ra vo mezhek ha toutek ar re a glask diskar va buhez, ra gilo ha ra ruzio ar re a glask va gwalleur!
Ra zeuio un distruj pront d'o zapout, ra vint kemeret er roued o deus stegnet, ra gouezhint enni ha ra varvint!
Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c'hourc'hemennin dit. Na'z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac'hanout dirazo.
Met AOTROU an armeoù a zo ur barner reizh a furch al lounezhi hag ar c'halonoù. Diskouez a ri din ar veñjañs a denni anezho, rak diskuliet em eus va c'haoz dit.
Met te, AOTROU, va anavezout ha va gwelout a rez, hag e furchez va c'halon ez keñver. Stlej anezho evel deñved a lazher, hag o c'hempenn evit deiz al lazhadeg.
Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Va daoulagad a deuz e daeroù noz-deiz ha ne baouezont ket, rak ar werc'hez, merc'h va fobl, a zo bet freuzet gant ur freuz bras, gant ur gouli poanius.
Hag e roin dezho da gentañ an daougement eus o direizhder hag eus o fec'hed, dre ma o deus saotret va douar ha leuniet va hêrezh gant korfoù marv o zraoù kasaus ha gant o euzhusterioù.
AOTROU, te eo esperañs Israel, an holl re a zilez ac'hanout a vo mezhek. Ar re a zistro diouzhin a vo enskrivet war an douar, dre ma tilezont mammenn an doureier a vuhez, an AOTROU.
Ha me ne'm eus ket nac'het bezañ mesaer war da lerc'h, ha ne'm eus ket c'hoantaet deiz ar gwalleur, gouzout a rez. Ar pezh a zo deuet eus va muzelloù a zo bet dirazout.
Evel-henn e komz an AOTROU ouzhin: Kae hag en em zalc'h ouzh dor Mibien ar bobl, ma'z a ha ma teu drezi rouaned Juda, hag ouzh holl zorojoù Jeruzalem,
Met an AOTROU a zo ganin evel ur pennden galloudus ha spontus, setu perak e kouezho va heskinerien, ne drec'hint ket, ha dre ma n'o devo ket graet gant furnez, e vint mezhek, ruziañ a raint gant ur vezh peurbadus.
O AOTROU, bennig e nerzh, ha degemer labour e zaouarn! Torr lounezhi ar re a sav a-enep dezhañ, ha ra ne adsavo ken ar re a gasa anezhañ.
Grit dezhi evel ma he deus graet deoc’h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m’he deus mesket, meskit dezhi an daougement.