Hor savete, AOTROU hon Doue, hag hon dastum a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.
Jeremiaz 17:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned AOTROU, yac'ha-me hag e vin yac'h, savete-me hag e vin salvet, rak va meuleudi ez out. |
Hor savete, AOTROU hon Doue, hag hon dastum a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.
An AOTROU a fello dezhañ lemel kuit an holl vuzelloù loavus, an teod a gomz gant lorc'h,
Lakaet en deus ur c'horn da sevel evit e bobl, un abeg a veuleudi evit e holl re leal, evit mibien Israel, ar bobl a zo tost dezhañ. Meulit an AOTROU!
Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak me 'zo dinerzh; va yac'ha, rak va eskern a zo o krenañ.
Digizidika kalon ar bobl-mañ, pounnera o divskouarn, serr o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na vefent yac'haet.
Me a raio dit bezañ ur voger arem kreñvaet evit ar bobl-mañ. Ma reont brezel dit, ne drec'hint ket warnout, rak e vin ganit evit da saveteiñ ha da zieubiñ, eme an AOTROU.
A-dra-sur, en aner emaomp en gortoz eus ar c'hrec'hiennoù hag eus niver ar menezioù. A-dra-sur, en AOTROU hon Doue eo silvidigezh Israel.
Me a yac'haio ac'hanout hag a bareo da c'hloazioù, eme an AOTROU, rak da anvet o deus: Ar gaset kuit! Sion eo, ha den n'eo e chal ganti.
A-dra-sur em eus klevet Efraim o hirvoudiñ: Va c'hastizet ec'h eus hag on bet kastizet evel ul leue dizoñv; gra din distreiñ hag e tistroin, rak te eo an AOTROU va Doue.
Setu e roin dezhi ar yec'hed hag ar pare, o fareañ a rin, dizoleiñ a rin dezho ur fonnusted a beoc'h hag a wirionez.
Met, pa welas e oa kreñv an avel, en doa aon hag, evel ma kroge da sankañ en dour, e krias o lavarout: Aotrou, va savete!
E ziskibien a zeuas hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac’hanomp, mont a reomp da goll.
Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,
Eñ eo da veuleudi, eñ eo da Zoue, eñ eo an hini en deus graet ez keñver an traoù bras ha spontus o deus gwelet da zaoulagad.
Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.