Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel.
Jeremiaz 15:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O gwentañ a rin gant ur c'hrouer ouzh dorojoù ar vro, o dirannañ a rin eus mibien, va fobl a gasin da goll, rak ne zistroont ket diwar o hentoù. |
Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel.
O gwentañ a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel.
An AOTROU a lamo kuit eus Israel ar penn hag al lost, ar balmezenn hag ar vroenenn, en hevelep deiz.
Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel,
AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.
Hag e kasan a-enep Babilon gwenterien a wento anezhi hag a c'houllondero he bro. Dont a raint warni a bep tu, en deiz ar gwalleur.
Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroù, deuet eo en hor palezioù, o lazhañ ar vugale er straedoù hag an dud yaouank el leurennoù.
Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.
Ha te mab an den, en deiz ma lamin o nerzh diganto, levenez o gloar, plijadur o daoulagad, an dra a zo staget o eneoù outi, o mibien hag o merc'hed,
Hag e lakain tud da gerzhout warnoc'h, va fobl Israel, int a berc'henno ac'hanoc'h hag e viot o hêrezh, ha n'o distrujot ken.
Na vezit ket evel ho tadoù, a zo bet galvet gant ar brofeded kentañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Distroit diouzh hoc'h hentoù fall ha diouzh ho kwall oberoù. Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket taolet evezh ouzhin, eme an AOTROU.
E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
Da vibien ha da verc'hed a vo roet d'ur bobl all, da zaoulagad a welo kement-se hag a guzumo war o lerc'h bemdez, ha da zorn a vo dinerzh.