Jeremiaz 10:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komzot outo: An doueoù ha n'o deus ket graet an neñvoù hag an douar, a yelo da goll diwar an douar hag a-zindan an neñvoù. |
N'int nemet mogidelloù, oberennoù a douellerezh, mont a raint da netra da vare o c'hastiz.
Hag ec'h enaouin an tan e tiez doueoù an Ejipt. Eñ a zevo anezho hag a harluo anezho; en em wiskañ a raio gant bro Ejipt evel ar mesaer a wisk e zilhad, hag ez aio kuit e peoc'h.
Terriñ a raio ivez skeudennoù ti an heol e bro Ejipt, hag e tevo dre an tan tiez doueoù an Ejipt.
Disklêriit e-touez ar broadoù hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec'h idoloù a zo mezhekaet, he zoueoù a zo torret.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujañ a rin an idoloù, kas a rin da netra falsdoueoù eus Nof, ne vo priñs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.
An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.
En deiz-se e c'hoarvezo, eme AOTROU an armeoù, ma lamin eus ar vro anvioù an idoloù, ha ne vo graet ken meneg anezho. Hag e lamin ivez eus ar vro ar brofeded hag ar spered a zic'hlanded.
Eñ a grogas an aerouant, an naer kozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec’h ereas anezhañ evit mil bloavezh.
Sevel a rejont adarre an deiz war-lerc'h mintin mat, ha setu, Dagon a oa kouezhet, e zremm d'an douar, dirak arc'h an AOTROU . Ha penn Dagon, hag e zaouarn, a oa troc'het, war an treuzoù. Korf-bras Dagon hepken a chome dezhañ.