Sant Ian 8:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hi a lavaras: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Ne varnan ket ac’hanout kennebeut, kae ha na bec’h ken. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hou‐man a lavaraz: Gant hini, Aotrou. Jesus a lavaraz dezhi: Me na gondaonan ket ac’hanoud ken neubeud; kea ha na bec’h mui. |
An hini a guzh e bec'hedoù ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.
Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec’her hepken hag en deus keuz.
Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.
Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se muioc’h a levenez en neñv evit ur pec’her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n’o deus ket ezhomm a geuzidigezh.
rak Mab an den n’eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviñ. Hag ez ejont da ur vourc’h all.
Jezuz a respontas: Va rouantelezh n’eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n’eo ket ac’han.
Rak Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac’haet out bet, na bec’h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc’h.
Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?
Lakaat a ri barnerien hag ofiserien en holl c'hêrioù a roio an AOTROU da Zoue dit, hervez da veuriadoù. Hag e tougint barnedigezhioù reizh d'ar bobl.
hag ez i da gavout an aberzhourien, al Levited, etrezek an hini a vo barner en deizioù-se, hag e c'houlenni kuzul, hag e tisklêrint dit setañs ar varn.
Kredit penaos pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigezh, evel m’en deus skrivet deoc’h hor breur karet-mat Paol hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ.