En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno a lavaras dezhañ ar pezh a oa c’hoarvezet da C’halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.
Sant Ian 4:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C’halileiz o doa gwelet kement en doa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d’ar gouel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oe eta erruet er Galile, ar C’halileed hen digemeraz mad, o veza m’ho doa gwelet an holl draou hen doa great en Jerusalem e‐pad ar gouel; rag int ive a oa eat d’ar gouel. |
En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno a lavaras dezhañ ar pezh a oa c’hoarvezet da C’halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.
Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras rak an holl a c’hortoze anezhañ.
E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloù a rae.
Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.
Teir gwech er bloaz, pep gwaz ac'hanoc'h en em gavo dirak an AOTROU ho Toue, el lec'h dibabet gantañ, da ouel ar bara hep goell, da ouel ar sizhunioù ha da ouel al logelloù, ha n'en em ziskouezo ket er c'houllo dirak an AOTROU.