Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 4:45 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

45 Pa oe eta erruet er Galile, ar C’halileed hen digemeraz mad, o veza m’ho doa gwelet an holl draou hen doa great en Jerusalem e‐pad ar gouel; rag int ive a oa eat d’ar gouel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

45 Pa voe erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C’halileiz o doa gwelet kement en doa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d’ar gouel.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 4:45
10 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze, eur re‐benag euz an dud a oa eno, a gontaz da Jesus petra a oa erruet gant tud euz ar Galile, penaos hen doa Pilat mesket ho goad gant goad ho zacrifisou.


Pa oe distro Jesus, eur bobl vraz a zeuaz d’hen digemer; rag an holl a oa en gortoz anezhan.


Mes ar re‐man ne fellaz ket dezhe hen digemer, abalamour ma oa o vond var‐zu Jerusalem.


E‐pad ma edo en Jerusalem, da c’houel Pask, kalz a gredaz en he hano, o velet ar miraclou a rea.


An den‐ze a zeuaz, e‐pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a‐berz Doue; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan.


Jesus a reaz an eil miracl‐man pa oa deuet euz a Jude d’ar Galile.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos