Doue en deus dasprenet va ene evit na gouezfe ket er poull, ha va buhez a wel c'hoazh ar sklêrijenn.
Sant Ian 3:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan. |
Doue en deus dasprenet va ene evit na gouezfe ket er poull, ha va buhez a wel c'hoazh ar sklêrijenn.
Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ!
O gwalc'h a resevont eus fonnusted da di, hag e roez da evañ dezho e stêr da blijadurezh.
Setu, ene an hini en em uhela n'eo ket eeun ennañ, met an den reizh a vevo dre ar feiz.
An dud a zo pignet eus an Ejipt, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, ne welint ket ar vro am boa touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob, rak n'o deus ket kerzhet gant leunder war va lerc'h,
Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,
Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.
An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m’en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.
Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N’eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
Met re ar Yuzevien na gredent ket a lakaas droug da sevel en eneoù ar baganed a-enep ar vreudeur.
Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec’h n’eus lezenn ebet n’eus ket a dorridigezh-lezenn.
O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc’h a-se e vimp salvet gantañ eus ar gounnar.
N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.
Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.
hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac’hanomp eus ar gounnar da zont.
Rak Doue n’en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?
penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.