Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 3:36 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

36 An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 3:36
38 Referencias Cruzadas  

Hag ar re‐man az ai kuit d’ar poaniou eternel; mes ar re just az ai er vuez eternel.


An neb a gredo, hag a vezo badezet, a vezo salvet; mes an neb na gredo ket, a vezo condaonet.


rag va daou‐lagad ho deuz gwelet da zilvidigez,


ha pep kig a velo silvidigez Doue.


Mes d’ar re holl ho deuz hen digemeret, hen deuz roet ar galloud da veza bugale da Zoue, da lavaret eo, d’ar re a gred en he hano,


Rei a ran dezhe ar vuez eternel, ha biken ne vezint kollet, ha den n’ho dilammo euz va dorn.


Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.


An hini a zastum an eost a receo he bae hag a zastum frouez evit ar vuez eternel, evit ma c’hello an hini a had en em rejouissa ive gant an hini a zastum.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez.


He‐man co ar bara diskennet euz an env. N’e ket evel ho tadou pere ho deuz debret ar mann, hag a zo marvet; an hini a zebro ar bara‐man a vevo da viken.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Mar deu unan‐benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro.


Mes ar Judevien pere na gredent ket a lakaz drouk e sperejou ar Jentiled a‐enep ar breudeur.


Rag al lezen a zigas ar goler; rag el leac’h n’euz lezen e‐bed, n’euz ket ken neubeud a dor‐lezen.


O veza eta justifiet breman dre he oad, kent a ze, e vezimp salvet dre enhan euz ar goler a Zoue.


N’euz ket eta breman a gondaonation evit ar re pere a zo en Jesus‐Christ, hag a vale, nann hervez ar c’hig, mes hervez ar spered;


Mes kement hini hag en em ro d’an oberou euz al lezen, a zo dindan ar valloz, rag scrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket da ober an holl draou a zo scrivet e levr al lezen?


Diwallit ne deufe den d’ho trompla gant komzou goullo; rag abalamour d’an traou‐ze eo e teu coler Doue var ar vugale dizent.


hag evit gortoz euz an env he Vab, pehini a zo bet resussitet ganthan a‐douez ar re varo, Jesus, pehini a zelivr ac’hanomp euz ar goler da zond.


Rag Doue n’hen deuz ket hon destinet d’ar goler, mes da gaoud ar zilvidigez dre hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini a zo bet marvet evidomp,


a bebeuz poaniou brassoc’h, a gav deoc’h, na vezo ket kavet dign an hini a vac’ho gant he dreid Mab Doue, hag a istimo evel profan goad an allians, dre behini eo bet santifiet, hag a rai outrach var ar Spered a c’hras?


penaos ec’h hellimpni tec’hel, mar neglijomp eur zilvidigez ker braz, pehini, o veza bet annonset da genta gant an Aotrou, a zo bet confirmet deomp gant ar re ho deuz klevet anezhan,


Ha da biou e touaz‐hen na antrejent ket en he repos, nemed d’ar re a oa en em zavet a‐enep dezhan?


Evel‐se e velomp penaos na helljont ket mond en he repos, abalamour ne gredent ket.


Mes, evit ar re aounic, ar re difeiz, ar re abominabl, ar muntrerien, an dud lubric, an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn ardant a dan hag a soufr; he‐man eo an eil maro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos