Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Sant Ian 19:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pilat a reaz ive eur scrid hag hen lekeaz var ar groaz; hag e oa scrivet varnezhan: jesus a nazaret, roue ar judevien. |
Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Lakaat a rejont a-us d’e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN.
Bez’ e oa ar skrid-mañ a-us d’e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
Neuze Pilat a zistroas d’ar pretordi, a c’halvas Jezuz hag a lavaras dezhañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien?
Adalek neuze Pilat a glaskas e leuskel. Met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n’out ket mignon da Gezar. Piv bennak en em c’hra roue, en em laka a-enep Kezar.
Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c’hwec’hvet eur. Lavarout a reas d’ar Yuzevien: Setu ho roue.
Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien.
Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Ne’m eus nag arc’hant nag aour, met ar pezh am eus, a roan dit: en anv Jezuz-Krist a Nazared, sav ha kerzh!