Sant Ian 15:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ma n’am bije ket great en ho zouez an oberou n’int bet great gant hini all e‐bed, n’ho divije ket a bec’hed; mes breman ho deuz gwelet anezhe, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive. |
ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Rak Yann a zo deuet d’ho kavout dre hent ar reizhder, ha n’hoc’h eus ket kredet anezhañ. Met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet anezhañ. Ha c’hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n’hoc’h eus ket bet keuz goude-se evit e grediñ.
Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas. Hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n’eo bet gwelet kemend-all en Israel.
Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n’hon eus gwelet kemend-all.
Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c’hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac’hanon?
Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma’z on ganeoc’h, ha ne’c’h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?
Met kement-se holl a raint deoc’h en abeg da’m anv, rak n’anavezont ket an hini en deus va c’haset.
Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed.
Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.
Met me am eus un testeni brasoc’h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ o-unan a ran, a ro ac’hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c’haset.
Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar C’hrist, hag ober a raio brasoc’h mirakloù eget ma ra hemañ?
N’eo ket bet klevet betek vremañ penaos en defe den digoret e zaoulagad d’un den ganet dall.
Jezuz a lavaras dezho: Ma vefec’h dall, n’ho pefe ket a bec’hed. Met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp. Abalamour da gement-se ho pec’hed a chom.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,
flatrerien, droukkomzerien, enebourien Doue, tud dismegañsus, ourgouilhus, aner, ijinus a fallentez, disentus ouzh o zud,
ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.