disklêrit an traoù en em gavo diwezhatoc'h, hag e ouezimp ez oc'h doueed; grit mat pe drouk, hag e welimp, hag ec'h eveshaimp a-gevret.
Sant Ian 13:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me en lavar deoc’h adalek bremañ, a-raok ma’c’h erruo an dra, evit pa c’hoarvezo, ma kredot emaon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) A‐vreman hen lavaran deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra‐ze; evit pa c’hoarvezo, ma c’hanavezot ac’hanoun evit ar pez ma’z oun. |
disklêrit an traoù en em gavo diwezhatoc'h, hag e ouezimp ez oc'h doueed; grit mat pe drouk, hag e welimp, hag ec'h eveshaimp a-gevret.
C'hwi a zo va zestoù, eme an AOTROU, gant va servijer am eus dibabet, evit anavezout, krediñ ha kompren, ez on me an hini hag a zo. N'eus ket bet a zoue graet a-raok din, ha ne vo ket war va lerc'h.
disklêriet em eus dit an traoù-mañ abaoe pell 'zo, roet em eus anezho da glevout dit kent dezho c'hoarvezout, gant aon na lavarfes: Va idol eo en deus o graet, va skeudenn gizellet pe va skeudenn deuzet he deus o gourc'hemennet.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc’h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
Henn lavaret em eus deoc’h bremañ a-raok ma c’hoarvezo an dra, evit pa vo c’hoarvezet, e kredot.
Me am eus lavaret deoc’h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m’ho po soñj em eus o lavaret deoc’h. Ne’m eus ket lavaret anezho deoc’h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc’h.
Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.
Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-raok ma voe Abraham, emaon.