Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 13:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An neb a zigemer an hini a vezo kasset ganen, a zigemer ac’hanoun; hag an hini a zigemer ac’hanoun, a zigemer an hini hen deuz va digasset.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 13:20
9 Referencias Cruzadas  

Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac’hanon, ha piv bennak a zegemer ac’hanon, n’eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c’haset.


An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.


hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.


ha n’hoc’h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d’ar poanioù-se em c’hig, met va degemeret hoc’h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist.


Evel-se eta, pa hoc’h eus degemeret an Aotrou Jezuz-Krist, kerzhit ennañ,


An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos