Hag Absalom en em gavas dirak servijerien David. Absalom a yae war ur mul, hag ar mul o vezañ aet dindan skourroù gweet un dervenn vras, e benn a voe kroget e skourroù an dervenn; chom a reas etre an neñv hag an douar, hag ar mul a oa dindanañ a yeas kuit.
Va sach war da lerc'h ha redomp! Ar roue en deus degaset ac'hanon en e gambroù. Ni a drido hag a laouenaio ennout. Muioc'h eget ar gwin e veulimp da garantez. Reizh eo da garout.
Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.
Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.
Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,
Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.
eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.
Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,