Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 11:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 O zennet em eus gant kerdin denel, gant ereoù a garantez. Bet on evito evel ar re o dije savet ar yev diwar o javedoù, ha kinniget em eus boued dezho.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 11:4
14 Referencias Cruzadas  

Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab. Mar gwallc'hra, e kastizin anezhañ gant gwialenn an dud ha gant goulioù mibien an dud,


Pa c'houlennjont e kasas koailhed dezho, hag o gwalc'h a roas dezho eus bara an neñv.


Moizez a lavaras: Setu ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU: Ra vo leuniet un omer dioutañ, da virout a rummadoù da rummadoù, ma welint ar bara am eus graet deoc'h debriñ er gouelec'h, pa em eus ho tennet eus bro Ejipt.


Va sach war da lerc'h ha redomp! Ar roue en deus degaset ac'hanon en e gambroù. Ni a drido hag a laouenaio ennout. Muioc'h eget ar gwin e veulimp da garantez. Reizh eo da garout.


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


N'he deus ket anavezet e oa me a roe dezhi ar gwinizh hag ar gwin hag an eoul, hag a greske dezhi an arc'hant hag an aour, o deus graet ur Baal ganto.


Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit ne vefec’h ken er sklaverezh; torret em eus liammoù ho yev hag ho lakaet da gerzhout sonn.


Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl da’m c’havout.


Karantez Krist a wask ac’hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv.


an AOTROU e-unan en deus renet anezhañ, ha n'eus ket bet doue estren gantañ.


amann ar saout ha laezh an deñved, lard an oaned, an tourzed eus Basan hag ar bouc'hed, flour kuñv ar gwinizh; evet ec'h eus gwad nerzhus ar rezin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos